Le chant des Bonnets Rouges - Vent de révolte en Bretagne
Chanson en Breton (sous-titres en français) sur les bonnets rouges de 2013 à Carhaix dénonçant l’injustice des portiques Ecotaxe en Bretagne, composée pour les états généraux du 8 mars 2014 à Morlaix.
L’air et le texte original dénonçant la construction de la centrale de Brennilis dans les années 1960 (que j’ai adapté au sujet) sont d’Ifig Pichon. C’est mon épouse qui a corrigé mon breton parfois approximatif :(
Pa m’eus kavet ar c’homzoù hervez ma faltazi
eo savet e-barz ma fenn ar c’hoant da gompoziñ.
N’em lakaat a ran bremañ da ganañ ma sonenn
evit tremen ma zourmant, ma glac’har, ma anken.
Evit tremen ma zourmant, ma glac’har, ma anken
(ha) digas d’an holl Vretoned un tammig sklerijenn
diwar-benn ar gouarnamant hag e holl bromesoù
lavaret ‘neus vije graet ‘barz ar vro labourioù.
Savet a-hed ‘n hent daouzeg, porchedoù ar vezh ruz
o doa kresket ha strewet, vel ur c’hleñved spegus.
Na deus hoñz a zirolle war zouar Breiz-Izel,
ô kredit mad, Bretoned, devezhioù a vrezel.
Dre Pont ar Veuzenn Kimerc’h, Gwiklan ha Lanrodec,
‘oa ‘devet pe divontet porchedoù ‘r Republik.
Gant spered Sebastian ar Balp hag ar bonedoù ruz
‘oa savet ‘n arme a-enep taosoù dic’houzañvus !
Ha c’hoazh m’eus klevet laret, d’an tregont a viz Du,
er ru vras e kreiz Karaez, bannieloù Gwenn-ha-Du
‘oa bantet dindan an oabl, evid goulenn frankiz
ha lemel tailhoù bro Frañs, kaout muioc’h a justiz
Daou-ugent mil den bennak, prest evid an emgann,
pep hini gant e soñjoù, deuet gant ul lugan,
evit difenn a-bouez-penn, dorn-ha-dorn asambles,
‘droed da “vevañ, divizout ha labourat e Breizh”.
Poent eo stagañ Bretoned ô gant stourm meur ar vro.
Poent eo skubañ an oaled ha kempenn an erv.
Un deiz ‘vo sklaër an amzer war hentoù Breiz-Izel.
Un deiz ‘vo lorc’hus ha taër, echu ‘vo ar brezel.
Deomp holl ‘ta da Vatignon, pe c’hoazh d’an Elysée.
Siromp botoù Fañch Hollande, paotred, rak re zo re !
Rak gantañ ni ‘zo laket holl en displijadur
renet omp gant ur vro glañv, gant ur Frañs dinatur.
Me ho ped holl Vretoned, da c’houlenn a-bouez-penn
evit saveteiñ ar vro, ma vo graet ul lezenn,
a-raog ma vezo chachet hon holl yaouankizoù
da vonet da vizeriñ du-hont ‘barz ar c’herioù.
Ho pediñ ran da soñjal, ô c’hwi ma holl zud vad,
er c’homzoù savet ganin e-kreiz ma c’halonad.
Mar fell deoc’h klevet ‘vid piv, eo graet ar ganaouenn
‘vid ar Bonedoù ruz-se, e oa graet penn-da-benn.
1 view
22
3
1 month ago 00:12:33 1
Le Chant des meurtrières
5 years ago 01:46:42 365
Elisabeth Vidal le chant de maître la classe. Singing masterclass. Vocal master class.
10 years ago 00:05:16 36
Le Chant Du Depart
13 years ago 00:03:19 15
Le Chant des Partisans
8 years ago 00:00:52 92
La Reine des Neiges - Le chant du renne
4 years ago 02:29:33 1
Le chant de Bernadette ( vieux film )
8 months ago 01:01:00 7
Le Chant de l’Aube
3 years ago 00:04:09 273
LE CHANT DES SANS PARTI - COVER - Le Chant des partisans
12 years ago 00:02:40 23
Anna Marly - Le chant des partisans
3 years ago 00:05:19 1
Le chant des égarés
8 years ago 00:03:54 40
BEEBY - LE CHANT [OKLM Radio]
8 months ago 00:50:37 1
Les Padrés “Le chant aide à prier“
11 years ago 00:03:25 199
Wargame: Le chant des obus
4 years ago 00:04:04 48
LE CHANT DES PARTISANS
2 years ago 00:30:11 1
Le chant du Coq
9 years ago 00:04:24 652
Miss Le Chant’ale 2015 / Выпуск #2
1 year ago 00:05:16 1
Le chant du mort
2 years ago 00:33:02 3
Le chant des Menhirs
10 years ago 00:03:19 173
Fréro Delavega - Le Chant des Sirènes ( Acoustic )