Bali Breizh e Bro ar roue Morvan - Bali Breizh dans le pays du roi Morvan 3/4

Trede abadenn Bali Breizh e Bro ar roue Morvan. Goulwena a gej gant Tudi Crequer. Gant e dad-kozh Marcel Le Baron e komzont war al levr “ar sailh bihan ruz ”, istor ur peizant eus Laoulan, tad kozh Tudi. Studiañ a ra Tudi enrolladennoù koshañ ar brezhoneg, graet gant Leon Azoulay e 1900. Staget eo da skrivañ un dezenn doktorelezh diwar o fenn. E-pad tost da zaou vloaz e oa bet o chom en Iwerzhon. Eno en deus desket saozneg hag un tamm gouezeleg. Ul labour aozañ filmañ kelaouadennoù en deus bet tro da ober eno evit France 2 ha France TV : evit an abadenn « Nous, les Européens » lakomp, war ar sikour d’ar vugale baour da zeskiñ gwelloc’h er skol. Thelo en em gav gant kanerien Kanerhog, kanerien eus bro Wened : Cédric Binet, Maxime Morvan Crahé, Aleksañdr Romieux ha Steven Pierre. Ouzhpenn kanañ, Cédric Binet zo eil maer er C’hroesti, Aleksandr Romieux zo dañser e kelc’h kelt
В начало