Bali Breizh e Bro an Alre : Rann 1 / Bali Breizh dans le pays d’Auray : épisode 1

Bali Breizh a zistro gant un heuliad a beder abadenn e bro an Alre. Goulwena a gej gant Talwyn Baudu. Skoazeller produiñ eo e Brezhoweb : ar chadenn dele war ar genrouedad a implij 5,5 den bremañ hag he deus savet ur studio 150 m². Skrivet en deus un dezenn doktorelezh e sokioyezhoniezh ivez, e skol-veur Aberystwyth : diwar implij ar brezhoneg e-touez al liseidi a oar brezhoneg e Breizh lakaet e keñver gant implij ar c’horseg e-touez liseidi Korsika en deus studiet Talwyn sell al liseidi war o yezh. Troet en deus ivez un arload evit deskiñ brezhoneg : uTalk. 140 yezh zo moien da zeskiñ war uTalk, bremañ emañ ar brezhoneg en o zouez. Thelo en em gav gant Tangi Pensec, soner binioù bras bro Skos e meur ar strollad : er Gevrenn Alre, e Sonerien Du, hag en ur strollad deuet eus a bell vro, Jahiner. Un droiad war gwazh an Alre a raio Telo ha Tangi. A-benn eishteiz e festo ar Gevrenn Alre he 70 vloaz. Ur gelaouadenn war hec’h istor a ginnomp deoc
Back to Top